Edan ar memes toenn e veve an dud hag ar loened. Rak-se e vez graet: tier kemmesk anezhe gant an henonierion : douzh un tu ag an ti e tolper ar loened ha douzh an tu’rall e vev an dud en-dro d’an oaled. Meur a wezh e lakaer ur speurenn goad pe ur gloued d’o disparti. Kelc’hiek pe hirgarrezek e c’hell bout an oaled. E-kreiz an ti emañ, mes un disterañ dilec’hiet douzh tu an dud.
Berr e oa ar benveger hag ar gloestroù e diabarzh an ti. Lod oa e koad (taolioù, brichoù, kadoerioù, loaioù…), e houarn, kouivr, staen (laonennoù, pladoù, gwalennoù…), pe c’hoazh e maen, e lêr, e gloan, e lien. Poderezh-pri eo a vez kavet ar muiañ gant an henonierion : pilligoù bras, podoù…
Yod, soubenn, laezh a zebront ur yoc’h, ha kig a pa vez. Ar jiboez a sikour o magañ ur bochad ivez.

Lann Gozh Velrant
Ur gêriadenn ag ar blezioù 1000
El lod-kaer a gêriadennoù ar Grennamzer emañ kêriadenn Lann Gozh Velrant savet e blein ur votenn. Dizoloet eo bet gant un henoniour e penn kentañ ar c’hantved-mañ. A-ziàr enklaskoù henonierion arall eh eus bet klasket adsevel ar gêriadenn tamm ha tamm, èl ma oa troioù ar blezioù 1000.
