école primaire bilingue anglais allemand hennebont

Publicité

Les élèves des classes bilingues sur FR3

 

Voir les vidéos sur le site FR3

 

 

 

  

 

 

Ar gwennilied
Hervez « Kan an toudig glas », Skol Vreizh 2005

Diskan :
Unan, div, teir,…pemp,…seizh,…
Daet eo en-dro gwennilied Breizh
Unan, div, teir,..pemp,... seizh,…
Deuet eo en-dro gwennilied Breizh.
Ganto richan, holl a-unvan,
Renket mat war an neud tredan.



1. Lojañ a reont e neizhioù kronn
  Dindan an doenn diouzh ar vur sonn.

2. Uhel, pa nijont : amzer vrav.
  Izel, pa nijont : seblant glav !

3. Nag ar gwennilied gwenn ha du
  E pep kalon a lak deltu.
  Nag ar gwennilied gwenn ha du
  En ma c’halon a lak deltu.
  

 

 

Ton ar c’histin
Savet gant Zaig


An dalia ‘zo evit ar mammoù
Ar sistr nevez evit an tadoù
Hag ar c’histin gell ha kraset
Evidomp merc’hed ha paotred



Diskan
Diskar-amzer
Ro deomp knaoù, rezin ha per
Chug aval sklaer
Ha kistin leun ma faner



Ar mez ‘zo evit ar moc’hed,
Ar finij evit ar c’hizhier-koad
Hag ar c’histin gell ha kraset
Evidomp merc’hed ha paotred


An irin ‘zo evit ar mouilc’hi
Ar c’hogoù skav evit an tridi
Hag ar c’histin gell ha kraset
Evidomp merc’hed ha paotred


  

 

 

Boulomig Bara Mel

Skrivet gant Nelly, Mona, Marie-Pierre, Sandrine


Me ‘zo me ur boulomig
Boulom bara mel ge ! (2 wech)


Aet da vale war an hent
War an hent, war an hent
Aet da vale war an hent
Hag ur vuoc’h am eus kavet


Aet da vale war an hent
War an hent, war an hent
Aet da vale war an hent
Hag ur jav am eus kavet


Aet da vale war an hent
War an hent, war an hent
Aet da vale war an hent
Hag ul louarn am eus kavet


Treuzet ar stêr gant al louarn
Saveteet, saveteet
Treuzet ar stêr gant al louarn
Ha setu me bet lonket

  

 

 

blev Benjamin

Sonet gant Véronique Bourjot (Loeroù ruz)
Kas-a-barzh

 

A-benn ur bloaz,
Ni a droc’ho
E vlev da Venjamin en-dro.

 

Deomp daou-ha-daou, daou-ha-daou, ha daou-ha-daou
Da breniñ ur re sisailhoù.

 


A-benn daou vloaz, ni a droc’ho…
A-benn tri bloaz

  

 

 

Ar boulomig-erc’h

Skrivet gant Zaig

Fardet hon eus-ni derc’h
Ur brav a voulom-erc’h
Gant un tog war e benn,
N’e vrec’h ur valaenn


Diskan
Paour kaezh boulom,
Arc’hoazh kentañ ‘vo tomm,
Teuziñ a ri
Ar gounigl a zebro da fri !


Plantet ’n eus kreiz e zremm
Ur mell karotezenn
Ha ‚vit e zaoulagad
Daou gailh du, ront ha plat.


Publicité
Retour à l'accueil
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :