|
Ar gwennilied Hervez « Kan an toudig glas », Skol Vreizh 2005 Diskan : Unan, div, teir,…pemp,…seizh,… Daet eo en-dro gwennilied Breizh Unan, div, teir,..pemp,... seizh,… Deuet eo en-dro gwennilied Breizh. Ganto richan, holl a-unvan, Renket mat war an neud tredan. 1. Lojañ a reont e neizhioù kronn Dindan an doenn diouzh ar vur sonn. 2. Uhel, pa nijont : amzer vrav. Izel, pa nijont : seblant glav ! 3. Nag ar gwennilied gwenn ha du E pep kalon a lak deltu. Nag ar gwennilied gwenn ha du En ma c’halon a lak deltu. | |
|
Ton ar c’histin Savet gant Zaig An dalia ‘zo evit ar mammoù Ar sistr nevez evit an tadoù Hag ar c’histin gell ha kraset Evidomp merc’hed ha paotred Diskan Diskar-amzer Ro deomp knaoù, rezin ha per Chug aval sklaer Ha kistin leun ma faner Ar mez ‘zo evit ar moc’hed, Ar finij evit ar c’hizhier-koad Hag ar c’histin gell ha kraset Evidomp merc’hed ha paotred An irin ‘zo evit ar mouilc’hi Ar c’hogoù skav evit an tridi Hag ar c’histin gell ha kraset Evidomp merc’hed ha paotred | |
|
Boulomig Bara Mel Skrivet gant Nelly, Mona, Marie-Pierre, Sandrine | |
|
blev Benjamin Sonet gant Véronique Bourjot (Loeroù ruz)
A-benn ur bloaz,
Deomp daou-ha-daou, daou-ha-daou, ha daou-ha-daou
| |
|
Ar boulomig-erc’h Skrivet gant Zaig Fardet hon eus-ni derc’h |