Les enfants ont participé au concert de Steve WARING le vendredi 19 novembre à la salle du trio à Inzinzac-Lochrist. Après avoir appris plusieurs de ses chansons en classe, ils ont pu s'en donner à coeur joie en compagnie de l'artiste ! Parmi ces chants, fais voir le son, tourterelle, Mimie... et bien sûr la chanson préférée des enfants : LA BALEINE BLEUE, qu'ils chanteront lors du spectacle de Noël.
Diskan : Unan, div, teir,…pemp,…seizh,… Daet eo en-dro gwennilied Breizh Unan, div, teir,..pemp,... seizh,… Deuet eo en-dro gwennilied Breizh. Ganto richan, holl a-unvan, Renket mat war an neud tredan.
1. Lojañ a reont e neizhioù kronn Dindan an doenn diouzh ar vur sonn.
2. Uhel, pa nijont : amzer vrav. Izel, pa nijont : seblant glav !
3. Nag ar gwennilied gwenn ha du E pep kalon a lak deltu. Nag ar gwennilied gwenn ha du En ma c’halon a lak deltu.
Ton ar c’histin
Savet gant Zaig
An dalia ‘zo evit ar mammoù Ar sistr nevez evit an tadoù Hag ar c’histin gell ha kraset Evidomp merc’hed ha paotred
Diskan Diskar-amzer Ro deomp knaoù, rezin ha per Chug aval sklaer Ha kistin leun ma faner
Ar mez ‘zo evit ar moc’hed, Ar finij evit ar c’hizhier-koad Hag ar c’histin gell ha kraset Evidomp merc’hed ha paotred
An irin ‘zo evit ar mouilc’hi Ar c’hogoù skav evit an tridi Hag ar c’histin gell ha kraset Evidomp merc’hed ha paotred
Boulomig Bara Mel
Skrivet gant Nelly, Mona, Marie-Pierre, Sandrine
Me ‘zo me ur boulomig Boulom bara mel ge ! (2 wech)
Aet da vale war an hent War an hent, war an hent Aet da vale war an hent Hag ur vuoc’h am eus kavet
Aet da vale war an hent War an hent, war an hent Aet da vale war an hent Hag ur jav am eus kavet
Aet da vale war an hent War an hent, war an hent Aet da vale war an hent Hag ul louarn am eus kavet
Treuzet ar stêr gant al louarn Saveteet, saveteet Treuzet ar stêr gant al louarn Ha setu me bet lonket
blev Benjamin
Sonet gant Véronique Bourjot (Loeroù ruz) Kas-a-barzh
A-benn ur bloaz, Ni a droc’ho E vlev da Venjamin en-dro.
Deomp daou-ha-daou, daou-ha-daou, ha daou-ha-daou Da breniñ ur re sisailhoù.
A-benn daou vloaz, ni a droc’ho… A-benn tri bloaz…
Ar boulomig-erc’h
Skrivet gant Zaig
Fardet hon eus-ni derc’h Ur brav a voulom-erc’h Gant un tog war e benn, N’e vrec’h ur valaenn
Diskan Paour kaezh boulom, Arc’hoazh kentañ ‘vo tomm, Teuziñ a ri Ar gounigl a zebro da fri !
Plantet ’n eus kreiz e zremm Ur mell karotezenn Ha ‚vit e zaoulagad Daou gailh du, ront ha plat.